Nebeut a gelennerien o vanifestin
Galvet oa kelennerien da ziskrog gant al labour hiziv. Met, n'o deus ket graet berzh ar manifestadegoù dre vras.
A-bouan ma oa 100 den bodet war plasenn ar Resistañs 'ba Kemper, da skouer. E touez ar re-se, Sophie Pochet, kelennerez er skolaj Sant Joseph 'ba Gwaien. Displeget 'n eus perak e oa o vanifestiñ. En abeg, an doare da notenniñ ar gelennerien.