àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kan a Leon: 5 abadenn 'vit lakaat war wel sonerezh Bro_leon

Kan a Leon: 5 abadenn 'vit lakaat war wel sonerezh Bro_leon

Kan a Leon, setu un heuliad a bemp abadenn pred-sonerezh kinniget gant Dastum Bro-Leon, Ti ar Vro Leon ha Kreizenn an Arzoù Pobl. Pal ar jeu eo lakaat repertoer Bro-Leon da vevañ ha da vout enrollet war ur bladenn. Arzourien ar vro c'hall lakaat o anv ha kinnig un ton mod Bro-Leon. An abadenn gentañ 'vo dalc'het d'ar 25 a viz Here kentañ 'ba maner Kervorus 'ba Kastell-Pol. Diwezatoc'h eo 'ba Plouarzel, Bodilis, Plougerne evit echuiñ 'ba Brest 'bar Vauban d'an 28 a viz Meurzh. Selaouomp Pol Sala"un, kaner hag unan eus an aozer. Moaien 'zo lakaat e anv c'hoazh, ret eo mont e darempred gant Ti ar Vro Bro-Leon 'ba Lesneven.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio