àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

keleier 5:30 noz

keleier 5:30 noz

@@@Manifestadegoù ar gelennerien@@@ Galvet oa ar gelennerien labour 'ba skolioù kentañ hag eil-derez da ziskrog eus al labour hudu. Met, 'neus ket bern tud 'zo aet da vanifestiñ: etre 100 hag 150 'ba Gwened, 'ba Sant-Brieg 'oa ket gwall welloc'h gant 250 kelenner war ar straedoù. Hag a-boan ma oa 100 den bodet war plasenn ar Resistañs 'ba Kemper, en o-zouez, ///Sophie Pochet,/// 'zo kelennerez 'ba skolaj Sant Joseph 'ba Gwaien. 'Mañ ket a-du gant ar soñj da notenniñ ar gelennerien en dazont. Ur pennad-kaoz gant ///Anne Gouerou./// @@@Tourmant 'ba Breizh@@@ Evit ar sizhun zo da daliñ deus ar wall-amzer e Breizh. Lakaet eo departamantoù Penn-ar-bed ha Morbihan dindan alert oranjez. Barradoù avel 'ya io betek 140 kilometr an eur 'vo adalek fenoz war bord an aod. War ar maez yaio an avel betek 100 pe 110 kilometr an eur. Pas bezañ ankeniet memes tra, n'eus netra dreist-ordinal keñveriet deus ar bloavezhioù tremenet. Evel-henn a lâr ///Gwenole Gevell/// deomp, hag eñ ijinour war ar meteo e Lannuon. Deus mikro ///Tugdual Karluer./// @@@30 vloaz 'zo eo marv Zavier Grall@@@ Ar sizhun mañ eo lidet 30 bloaz marv Zavier Grall, ar barzh, skrivagner ha kazetenner 'oa ganet 'ba Landi e 1930. Kanet 'neus meuleudi Breizh e fin e vuhez, ur vro eus e goulz, dre ur gelaouenn Nation Bretonne 'noa kroet gant Alain Guel ha Glenmor. Ur skrivagner, ur barzh eus ar re wellañ a displeg ///Klaod Chapalan/// deomp. Klaod Chapalan, karour oberenn ///Zavier Grall,/// 'noa sikouret da embann Solo e brezhoneg. Ur pennad-kaoz gant ///Erwan Blanchard./// Sealouit ar pennad-kaoz

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio