Winter Sleep
SIN-141003-WINTER SLEEP.docx
WINTER SLEEP
Ur film sevenet gant : Nuri Bilge Ceylan (2014).
Gant : Haluk Bilginer, Melisa Sözen, Demet Akbag.
Hanw zo ag Istamboul er film-mañ, ur film turk e awen. Istamboul, ar gêr vraz, ar gêr bobleg, ar gêr vrudet, etre Kornôg ha Reter, etre Europa hag Azia. Mez ne vo ket gwelet Istamboul. Amañ e vo gwelet ur c'horn bihan a Gapadokia, ar C'hapados, ur vro kuriuz-braz e-kreiz an Anatoli, ur rannvro e nord an Turki. Kapadokia, da lâred eo "Rouantelezh ar ronseed gouez", "Rouantelezh ar c'hezeg a-ouenn rik".
Ur vro vraw eo, kuriuz ar menezioù eno, ur vro hag a zo bet kaset-digaset gant an Istor : Hitited, Asirianed, Frigianed, Meded, Kimerianed, Persed. Ha c'hoazh, goude boud bet gwallgaset gant ar stourmoù etre Gresianed ha Romaned, ur vro waet dindan beli an Arabed ha heni an Durked a-benn ar fin. A-gaoz d'an turmud-se, hed-ha-hed ar c'hantvedoù, an dud o doa kreuzet kavarnioù ha riboulloù er menezioù leun a vammennoù a zo du-hont, ha dindan an douar e vevent, gant o zier, o c'hraouier, o fuñsoù-glaw, o ilizioù kinklet kàer, o solerioù da serriñ greun. En XVIved kantved e oa bet ur sec'hor vraz he doa lakaet an dud da achap kuit. N'eus ket kant vloaz so c'hoazh e oa daet tud da zizoloiñ ar vro en-dro, touristed helaezh o doa degaset ur vuhez nevez d'an tachad, gant micherourion a beb sort (tapiserion ha poderion da skwer).
Nann, ne vo ket gwelet Istamboul hag he monedonea diarsav er film-mañ. Amañ eh omp war ar maezoù. Difonn e tro an amzer. N'eo ket ur vro dilezet memestra : en ostel lec'h ma tremen an istoer e ta Japoniz yaouank da lojañ e-pad un noziad pe ziw, koutant-braz ag o zroiadoù er c'hornad. Gant ar saozneg e ta peb unan da gompren egile, evel e peb lec'h bremañ. Evet e vez tizan, tizan-saoj da skwer, hag evet e vez alkool ive. Gant an tizan : ur bed flour, ur bed amiabl, evel ur mor habask. Gant an alkool: ur bed arall. Ur bed arall, n'eo ket, mez tu arall ar bed-se, re vraw evid boud gwirion. Gant an alkool, ya, ar memez bed, mez tu teñwel ar bed-se, ur mor tost da zirollañ hag a vez dizoloet tamm ha tamm. E-pad teir euriad ha kard eo e lambig Nuri Bilge Ceylan ar jol a red e gwazhiad e dudennoù, ha ne weler ket an euriadoù-se é pasañ.
Gant an amzer-se nawazh, an amzer hon eus roet ag hon buhezioù evid moned da weled ar film, gant an amzer-sen e vez hanw ag ar vuhez é tremen, ar vuhez hag a rann an dud etre paourentez hag aezamant, etre deskamant hag eeunded-spered. Etre fierded ha mizer... N'eo ket, pas etre fierded ha mizer. Rag n'eo ket abalamour m'ema paour an den ne c'hell ket santiñ lorc'h ennañ ha diskoueziñ ar lorc'h-sen er momantoù dic'hortosañ.
Hanw zo ag ar gouiañv, pa vez an natur é kousked dindan e vantell-erc'h ; pa ya an dud difonn war an hentoù skornet, rïellet ; pa vez serret peb unan en e di, pa glask toemmder ur flammenn bennag da zivavañ e zaouarn reud ; pa soñj an den neuze er pezh en deus graet, er pezh nen deus ket graet, er pezh en dehe gellet ober, er pezh en deus lâret pe nen deus ket lâret.
Hanw zo ag an darempredoù etre an dud, e-kreiz ar familhoù zokén. Er familhoù lec'h ma vez govellet ar c'hevredigezhioù. C'hoar ha breur, maouez ha gwaz, krouadur ha tad. Hag e-kreiz ar c'houblad zokén, ar stok etre yaouankiz ha kozhoni. Ha hanw zo ag an argant, hag a c'hell boud un ampouezon, memez pa ne soñj ket an dud ema un ampouezon.
Ur film kreñv eo, hag a ziskouez nerzh ar vuhez, he braventez voliac'huz, mez ive he zenerded, he breskted. Dialogoù zo, daou ha daou, pe tri den war-un dro meur a wezh. Lâret e vehe matchoù tennis, ha gwazh c'hoazh, pa strimp ar frazennoù evel laonennoù-koutell. Mez santet e vez poanioù an dud, an harz etre o eneoù, o digenvez, a-benn ar fin, o zristez ive, o faezhadur, o gouzañvidigezh rag o flanedenn.
Ataw e vin fromet gant ar gwad a red e korfoù an dud a zo war ar glenn, ar gwad hag a gas gantañ ar memez santimantoù, ar memez c'hoantoù, ar memez esper, kalz ne vern liw kroc'henn an dud-se, pe o mod da gompren ar bed. Soñj 'm eus boud gwelet ur wezh un abadenn a-zivoud an Turki, ur vaouez gozh war ar skramm é lakaad he digoavennerez da droiñ tre evel ma rae ma mamm-gozh e Breizh. Ar memez gwrac'hennoù war o fasoù o diw, ar memez dilhad du, ar memez talioù merket gant ar bloaziadoù...hag ar memez liw gwenn gant ar laezh a zivere ag o mekanikoù.
Ur film touristerezh eo, e Kapadokia, en Turki, ya ; mez ur veaj e kalonoù an dud dreist-oll, braw ataw, beteg en o zristez, beteg en o dàeroù.
Jean-Claude Le Ruyet.20141003c.90C.