un atalier lenn e brezhoneg e Kemper.
En abardaez-mañ 'oa kinniget ur stal lenn e brezhoneg d'ar vugale e mediaoueg Kemper. Ar wech kentañ eo da vediaoueg an ursulined kinnig kement-mañ met niverus eo bet ar familhoù o kemer-perzh. Pal an atalier 'oa kaout an tu 'vit ar gerent, zoken ar re nint ket brezhonegerien, da lenn istorioù e brezhoneg do vugale. Ouzhpenn istorioù 'oa da glevet, ur choari skeudennaouiñ 'oa ivez, 'vit ar vugale da zerchel soñj deus ar pezh 'oa lennet dezho. Hiroch gant Per Meñs-Pegailh, levraoueger e Kemper. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.