Aergelc'h 'ba Bro-Skos devezh an disoc'hoù
N'o deus ket ar Skosiz dibabet kaout o dizalc'hidigezh dec'h. Dre ar referendum o deus votet evit ma chomfe stag o bro deus ar Rouantelezh Unanet. 55% 'neunt votet "No" 45% "Yes. Kement mañ n'eus diskouezhet memestra ur youl-kreñv deus perzh stourmerien ar « Yes » da gaout muioc'h a c'halloud. Peseurt an ambiañs 'ba Bro-Skos hudu. Yann Jestin, eus Lesneven hag ezel eus Scottish National Party, 'zo war al lec'h.