àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Palo Alto

Palo Alto

SIN-140822-PALO ALTO.docx PALO ALTO Ur film sevenet gant : Gia Coppola (2014). Gant : Emma Roberts, James Franco, Nat Wolff. Eh on é toned a weled ur film diwar-benn ar yaouankiz sotañ ; gouied a rit : an termen ma ne oui ket ar baotred hag ar merc'hed petra ober ag o buhez, pa guitaont da vad ar grennardiezh. Pa lâran ar yaouankiz sotañ, n'eo ket gant dispriz. Un oad eo hag a zo unan ag ar re gàerrañ e buhez an den, unan ive hag a c'hell boud unan diaez, pa ne oui ket an denig penaoz krogiñ gant e vuhez a zo aze, just en tu arall a dreuzoù ti e vamm hag e dad. Adal m'emaint bihan e klask ar vugaligoù ur limit bennag, un harz bennag douzh o c'hoantoù, tre evel un den bet lakaet en ur sal teñwel-pod hag a glask gouied a-dastorn e-menn ema ar murioù evid kompren un tammig e pesort endro ema. Ha gwa ar gerent nad int ket gouest da roiñ ar limit-se dezhe : krediñ a raont marse rentiñ servij dezhe, krediñ a raont marse respetiñ o frankiz tener. E gwirionez e kilont pa vehe red dezhe diskoueziñ emaint ar gerent, da lâred eo ar vur ma c'hello ar vugale en em harpañ warni evid brasaad ha klask an nor evid digoriñ honnañ war splannder an heol. Ur vicher eo boud tad pe mamm, ur vicher na vez ket desket. Gant an dra-se e ra an denion tre evel ar loened : ne zeskont ket gwell evite o micher kerent. Peb unan a ra evel ma c'hell, evel ma en deus soñj e oa bet desavet gant e gerent pa oa bihan. Lod a ra ar c'hontrel-mik, evid na zesav o bugale evel ma oant bet-int desavet, mez evel-se tiskouezont ive ar liamm gant ar gerent. Kopiañ pe ober ar c'hontrel ne ziskouez ket frankiz an den da voned gant un hent nevez. Goulenn a ra ar vicher-kerent respontegezh hag ur ragwel spiz a-walc'h : daw eo empentiñ, daw eo gweled un tammig en a-raog penaoz e c'hello ar vugale brasaad ha penaoz o desav evid o lakaad da greskaad a-feson. Gwir eo e c'hell ar garantez ober mirakloù, mez lakaad limitoù, kentizh ma vez rekiz, ne barra ket douzh ar garantez a c'hoari he lod ive, ha bravoc'h c'hoazh. Gwelet hon eus oll, kredabl, tro-dro dimp pe en tele, pesort dizalbad a c'hell doned er familhoù pa ne oui ket ar gerent lakaad harzoù da c'hoantoù dibouell o bugale. Oblijet d'an tad ha d'ar vamm goulenn sikour gant ur Super Nanny bennag da zoned da roiñ dorn dezhe. Ha petra a ra Super Nanny diouzhtu pa'n em gav dirag ar leon bihan pe ar banterennig ? Lakaad a ra limitoù, pas traoù sod, nann, limitoù goulennet akord ar c'hrouadur warne. Ha setu hebdale savet ur c'hontrad, ur gevrad etre ar c'hrouadur hag ar brazard. Ha koutant ar c'hrouadur, a-benn ar fin, gweled e vez sellet doutañ evel ur c'hrouadur, mez ur c'hrouadur speredeg, respetet, dîn a fiziañs. Mez na boud e vehe bet desavet ar vugale a-feson, pa sant ar grennarded ema é tostaad an termen da guitaad ti o mammoù, e chañch an traoù ha sevel a ra bec'h liez etre int hag o c'herent. Ema prantad ar gerent éc'h achu evite ; dezhe bremañ, war dreuzoù o buhez, da lakaad o-hunan-penn an harzoù a c'hellont santiñ en o askre. Ha setu-ni arruet amañ a-blom gant sujed film Gia Coppola, hag a zo merc'h vihan Francis Ford Coppola ha nizez Sofia Coppola. Taolenn a ra Gia Coppola dimp buhez un nebeud krennarded amerikan er gêr a bPalo Alto, er C'haliforni. E Palo Alto, er bloazioù 1950 en em dolpe klaskerion gant Gregory Bateson. Savet o doa an dud-se ar pezh a zo anavet evel Skol Palo Alto. Termenet o doa ar glaskerion-se ur mod nevez da weled an darempredoù etre an dud, er gevredigezh hag er familhoù ive. Trejeboulet e oa bet ar skiantoù denel gante p'o doa gellet lakaad ar c'hehentiñ hag an naoutur a sistem e-kreiz o freder. Herveze n'heller ket tennañ un den ag ar c'hontekst sevenadurel ha darempredel lec'h ma véw. Er film-mañ e welomp ar strivoù a vez graet gant peb unan ag ar grennarded evid brasaad, da lâred eo evid en em dennañ a levezon o zud hag a levezon ar gevredigezh warne. Lod a c'hoari ar c'hog, é klask dedenniñ eneioù gwannoc'h da roiñ mel dezhe ha da flourad o c'hribennoù. Ar re-se ne ouiont ket dre be hent moned, mez lakaad a raont da grediñ e ouiont. Lod arall, a-gaoz ma ne welont ket splann naket, ha n'o deus ket c'hoant da drichañ evel ar re gentañ, a heulia begoù braz ha foeñverion, da c'hortoz kreiznoz. Lod arall c'hoazh, evel April er film, a glask moned da-heul ar vandennad, mez a-bell, just evel-se, evid na boud disprizet gant ar baotred pe ar merc'hed arall, evid gouarn ur liamm gante. Hennezh, a-benn ar fin, a choazo un hent-dall, hennañ un hent arall a gaso d'un tachad digorroc'h. Peb unan a sav e vuhez evel ma kar, evel ma c'hell. Jean-Claude Le Ruyet.20140822b.87C.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio