Ukrainia : petra 'soñj ar boblañs deus an disemglevioù ?
Ha krogomp gant ur sell war ar bed& Emañ ar bigouter Ronan Menardeau o paouez distreiñ deus ur veaj en Ukrainia. Emañ ar prezidant Porochenko o paouez embann o doa darn vrasañ deus soudardet Russia kuitaet ar vro, 5 devezh goude un arsav-brezel. Prometet 'n eus ar prezidant e vefe muioc'h a emrenerez er reter ha dizale e tibabo an Unvaniezh Europat ma vez kastizhet Russia evit e wallgas da Ukrainia. Er c'houlzad tenn-mañ eo bet Ronan da veajiñ eno. Selaouomp e santimant ouzh mikro Katell Uguen.