àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30 NOZ

Keleier 5:30 NOZ

@@@A-bouez braz emañ Brest 'ba bed ar skiantoù àr ar mor.@@@ Setu disoc'h ur studiadenn etrevroadell 'zo kaset da benn get un ajañs anvet Adeupa. E-pad ur blead 'zo bet dastumet titour a-bep seurt evit kavout ¨emañ Brest 'ba plas kentañ 'ba Frañs doh ma sell ar c'hêrioù lec'h ma 'zo klaskerion àr ar skiantoù mor. Get an Ifremer, an Institut Polaire, Thales, an UBO pe c'hoazh an IUEM (Institut Universitaire Européen de la mer) eh eus leun a labourvaioù 'ba penn ar bed. Displegadennoù get Cheun ar Gall, 'zo mestr prezegennoù 'ban IUEM. Doh mikro Erwan Blanchard. Ar pennad kaoz @@@12 vlez 'zo e oa peñse ar lestr-karg Erika e doñvor kreisteiz Breizh.@@@ Ha getoñ miliadoù a litradoù fioul é kousiiñ ar mor, an aodoù hag an evned. Fonnapl a-walc'h doa diwhennerion an en-dro n'um dolpet evit netaat an aod pe evit gober àr-dro d'ar laboused taget. Peder c'hreizenn oa bet lakaet en implij èl e bae Gwaien ha Teiz da gostez Gwened. Pierre ar Floc'h a ra àr-dro da warezva Gwaien get ar gevredigezh Breizh Vev. Emañ doh mikro Yaëlle ar Mouel. An atersenn @@@Hiziv 'oa kinniget an erer yaouank 2012, a vo dalc'het evit an 16vet gwezh e Karaez.@@@ Adal diriaou e c'hello ar sonerion lakaat o anv evit ur c'honkour a gaso an hini a yay ar maout getañ betag leurenn an erer kozh 'benn miz Gouere. Julien Marzin 'vez é kemer perzh e aozañ an erer kozh, lâret 'ra deomp petra zo nevez evit ar blez. Amañ

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio