3vet salons ar levrioù e maner ar Gernevez-Jakelot e Kistinid.
Get ar gevredigezh Renaissance Villeneuve-Jacquelot e vez labouret bremañ a-c'houde tri blez-'zo evit lakaat ar maner-mañ da vout anavet. E miz an Azwent e oa bet an tan er savadur ag an 16vet kantvet. C'hoant o deus bet kinnig ur saloñs c'hoazh ar blez-mañ ur sort. Un darvoud hag a lakao àr-wel tier-embann bihan a-walc'h hag ag ar vro. Ne vo ket ken hir evit ar bleadoù paset mes an digarez vo evit an dud da dostaat doc'h ar maner. Marie-Françoise Perron, prezidantez ar gevredigezh a lâr deomp pelloc'h. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel.
Salon ar levroù e-tal maner ar Gernevez-Jakelot neuze 'benn àrc'hoazh hag a-benn disadorn e Kistinid.
http://www.jacquelot.infini.fr/spip_vnj/spip.php?article65