Lakaat àr-wel ar produioù graet e Breizh.
Setu pal ar gevredigezh Produet e Breizh hag an dro Vreizh he deus savet. A-c'houde ar 14 a viz Gouere emañ ar c'hamion àr an hentoù, é vonet a gêr da gêr, a vro Leon da vro Naned. Benoit, unan ag an daou animatour a zo bet gobret evit kas ar labour-mañ da benn a zispleg deomp penaos e raont evit brudiñ ar gevredigezh hag he zri-chant a izili. Benoit Audinet doc'h mikro Yaelle ar Mouel, pa oa ar c'hamion e Gwened.