Ya da gartenn nevez ar rannvroioù.
Bouezhet eo bet lezenn adkempenn ar rannvroioù get an deputeed.
Ar sihun dremenet e oa devizet a-zivout ar lezenn er vodadeg vroadel. 13 rannvro a yay d'ober Frañs e-lec'h 22 hiziv an deiz. Goulenn a rae groñs ar vretoned ma vehe staget en-dro ar Liger-Atlantél doc'h Breizh 4 departamant. N'int ket bet klevt kêr e chomo Breizh ha Broioù ar Liger èl m'emaint. Paul Molac a zo unan a gannaded Breizh a zo chomet feal d'e soñjoù en arbenn ag ar votadeg. displeg a ra deomp perak en deus votet enep, doc'h mikro Yaelle ar Mouel.