20 000 a dud ba pardon braz Santez Anna Gwened.
Ar blez-mañ e oa lidet kant vlez mard eo bet lakaet Santez Anna da batronez Breizh en ofisiel get ar pap Pie X. Un darvoud a-bouez evit kristenion Breizh a oa dija feal doc'h Mamm Mari a-c'houde kantvleadoù. Èl bep blez e oa un overenn e brezhoneg ba chapel ar c'hloatr disadorn vitin. Kaset e oa get ar person Jean Le Berrigaud ha Jean-Jacques ar Floc'h. Selaouamp doc'hte doc'h mikro Yaelle ar Mouel.