àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5 eur 30

Keleier 5 eur 30

@@@Chenjamant vo àr hentoù houarn ar vro@@@ E Frañs a-bezh e vez labourioù er mare-mañ / ar pezh a zigas chenchamantoù war eurioù an trenioù TER e Breizh ivez. Hiroc'h 'vo ar mont-dont dre an tren etre Brest ha Roazhon. Ha muioc'h a drenioù hag a arsavoù vo lakaet en implij wàr al linenn Kemper-Redon. Gérard Lahelleg, eil prezidant ar rannvro, e karg eus an transportoù, neus displeget hiroc'h da Yaëlle ar Mouel. Selaouit ar pennad-koaz @@@bodañ kumuniezhioù kumunioù en bro Dreger@@@ Abaoe un toullad mizioù 'vez kistion deus ar bodañ kumuniezhioù kumunioù. En bro Dreger da skouer 'noa goûlennet prefed Aodoù An Arvor e miz Genver / e vefe bodet teir c'humuniezh kumunioù: hini Beg ar C'hra, war-dro da bBlouared, hini kreiz Treger, war-dro da gKawan, ha meurgêr Lannuon Treger, da lâret eo eizh kumun ha tregont etre tout. N'emañ ket ali an holl, anat deoc'h. Daou du zo bremañ, ar re a gav gante eo ret bezañ asambles evit bezañ kreñvoc'h, da-heul prezidanted an teir c'humuniezh kumunioù, / hag ar re / na fell ket dê / en em vodañ gant re all, peogwir 'vefe kollet galloud er c'humunioù. Maurice Offret eo prezidant kumuniezh kumunioù kreiz Treger, hag 'mañ e-touez ar re gentañ. Displegañ 'ra deomp 'neus bet cheñchet ali war an dra-se. Deus mikro Tugdual Karluer. @@@Ur moneiz nevez 'ba Brest!@@@ Abaoe daou vloaz emañ an dud 'zo o labourat war dachenn an ekonomiezh sokial o prientiñ erru ar moneiz « Heol ». Dreistholl ar gevredigezh Adess eus Brest. Roet 'oa lañs d'ar raktres, da gentañ, gant Yannig Bigouin 'zo kenurzhier ar gevredigezh CRES 'zo 'ba Brest ivez. Muioc'h a displegadennoù gantan deus mikro Erwan Blanchard. Selaouit

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio