TER : chenjamant vo àr hentoù houarn ar vro.
Labourioù vo kaset da benn evit gwellaat an hentoù-houarn. Kement-mañ evit o c'hempenn ha gelliñ lakaat en implij ar raktres Breizh tizh bras 'benn 2017. Ur million euro zo bet postet get ar rannvro en afer. E Frañs a-bezh e vez labourioù en termen-mañ pezh a zigas chenjamantoù fed ag eurioù an trenioù ter e Breizh. Hiroc'h e vo ar pennadoù etre Brest ha Roazhon, er c'hreinoz neuze. Ha muioc'h a drenioù hag a arsavoù vo lakaet en implij àr ar linenn Kemper-Redon. Gérard Lahelleg neus displeget hiroc'h da Yaëlle ar Mouel.