Akrobranch: krapat 'ra ar vugale 'bar gwez!
E Brasparzh 'mañ ti Menez Are, ur greizenn o kinnig kampoù vakañsoù war-dro d'an natur d'ar vugale ha krennarded. Dec'h 'oant o tizoloiñ an akrobranch' e Karaez. Ur pezh strollad, pemp animatour gante hag ur rener, Stéphane Merrer, a vo klevet diouzhtu. Met 'raok en em lañsal da vat 'vez ret selaou ar reolennoù surentez. Gant Tudual Karluer.