àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Setu arru ar pik BZH.

Setu arru ar pik BZH.

Graet eo, lañset eo ar pik BZH war ar genrouedad, war-lerc'h un dek vloavezh a labour evit ma c'hellfe bezañ. An astenn gentañ eo o vezañ liammet gant ur rannvro e Frañs. Met n'eo ket an hini nemeti a vo digoret, ur mil daou c'hant bennaket anê a glefe bezañ dre ar bed en daou vloavezh da zonet. Dec'h 'oa bet kinniget gant ar rannvro hag ar gevredigezh 'doa dalc'het ar raktres. An daou aozadur o vezañ ar re gentañ o lakaat an astenn e pleustr adal bremañ 'raok na vo digoret da-vat adal miz Gwengolo. Christian Demeurée-Vallée, sekretour ar gevredigezh «pik BZH», a lâr deomp petore gonid 'vo da dennañ deus an astenn pik BZH, deus mikro Tugdual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio