àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Redadeg e Bro Gwened

Redadeg e Bro Gwened

Redadeg ar vugale e Gwened a oa d'ar 27 a viz Mae. 700 bugel ag ar skolioù brezhoneg hag o c'helennerion o redek e kêr-Gwened hag un abadenn da heul evit ar vugale gant ar strollad Balafent, da goulz ar Redadeg 2014 evit ar brezhoneg. Bugale ha krennarded o kaozeal. Ha da heul, un tamm sell àr ar redadeg gant tud a Vro Gwened pe dost. Lod aterset e Groñvel war-lerc'h an degouezh d'an 31 a viz Mae. Evit echuiñ, sell ul liseadez a lise Diwan Karaez. Tilio, Jud, ha skolajidi Diwan Gwened arall (2/2) - Maksim (skipailh kreiz ar Redadeg) - skolidi Diwan Gwened Gaetan Boullig - Ronan Kerbiked (Ai'ta hag aozadur Redadegig Gwened) - Brewall Runigoù (mestr-skol - Redadeg en Oriant) - Nolwenn Nevez (mestrez-skol foran Gourin) - Yannig an Doujet (kadoriad Kafe Bara Amonenn - bro Pourlet) - Rozali Briant (a c'hGroñvel, liseadez Diwan Karaez) Tonioù: A pe oén mé bihan, trikot (Kanerion Pleuigner) - Kaoc'h ki du (Balafent) - Ar rod a dro (Jakez ar Borgn) - Ti timat (Dalc'h Soñj) - Deomp d'ar bal, Pach-pi (Landat-Moisson) - Kanuhel (Brethoniques)

Amañ ha pelloc'h

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio