àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Sobrena: ur stourm dizehan@@@ Kenderc'hel ra implijidi an embregerezh Sobrena gant o stourm 'vit saveteiñ o embregerezh. Kenderc'hel da lakaat gwask war berc'henn an ti: François Meunier. Hudu, ur c'hant bennak a implijidi 'noant stanket mont e-barzh sez Meunier SA 'zo war dachenn greanterezh Kergaradec, 'kichen Brest. Meunier, ar perc'henn, 'vit implijidi Sobrena eo blam dezhañ ma 'neus bag ebet da gempenn ken. Selaouomp ///Jean-Luc Jezekel,/// unan eus an implijidi. Gant ///Erwan Blanchard./// amañ @@@Richard Ferrand: danvez dilennad 'vit ar PS 'ba Karaez@@@ En Penn ar Bed 'oa bet votet diriaou da noz da c'hoût piv 'h ay war ar renk en dilennadegoù an deputeed en anv ar PS. Tabut 'oa bet en deizioù 'raok e pastell Karaez/Kastellin, ha 'benn fin eo ///Richard Ferrand/// 'ni zo aet 'barzh, gant seizh ha tri ugent dre gant deus ar mouezhioù. ///Frañçois Riou/// zo kuzulier meur er C'hastell nevez, deus tu ar PS, lâret 'ra deomp 'oa ket sur 'vefe ken aezet-se. Ur pennad-kaoz gant Tugdual Karluer @@@Ur stankell 'vit sioulaat ar stêr-Odet?@@@ Bep 50 vloaz 'vez dour-beuz bras spontus 'ba Kemper. Ar wech diwezhañ oa e 1955. Hag etre ar prantadoù amzer-se, 'vez distrujoù - met un tammig nebeutoc'h - gant an Oded o tinoaziañ c'hoazh bep 10 pe 20 vloaz. Bewech, goude an distrujoù, e soñj an deknisianed hag an dilennidi eo poent bras sevel ur stankell, uheloc'h war an Oded. Ar Sivalodet, ar sindikat etre-kumunioù a ra war dro an Oded, ha Kêr gKemper 'zo o paouez reiñ lañs d'ur studiadenn evit ur seurt ///goustavegezh/// evit dalc'h an dour pa 'vo ezhomm ha pas ur stankell. Pezh 'zo, n'emañ ket a-du tud 'bar vro ! En o zouez, ///Alain Gueguen///, 'zo paisant 'ba Landudal hag ezel eus ar gevredigezh-difenn. Ur reportaj gant ///Lou Millour/// eus Radio Kerne. amañ @@@Sikour a ra Pondi kumuniezh gant an embregerezh@@@ E 2009 doa dilennidi kumuniezh kumunioù votet evit lakaat en implij un taol sikour evit an embregerezhioù war al lojeiz. Ur yalc'had a vez roet ma vez postet argant get an embregerezh evit en em staliañ pe diorren an obererezh ekonomikel. Displegadennoù gant Yaëlle ar Mouel

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio