àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Stankelloù war an Oded ?

Stankelloù war an Oded ?

Bep 50 vloaz 'vez dour-beuz bras spontus 'ba Kemper. Ar wech diwezhañ oa e 1955. Hag etre ar prantadoù amzer-se, 'vez distrujoù ingal bep 10 pe 20 vloaz gant an Oded o tinoaziañ c'hoazh, met un tammig nebeutoc'h. Ar wech diwezhañ aze oa e miz Kerzu 2000. Bep gwezh, goude an distrujoù, e soñj an deknisianed hag an dilennidi eo poent bras sevel ur stankell, uheloc'h war an Oded. Ar Sivalodet - ar sindikat etre-kumunioù a ra war dro an Oded - ha Kêr Gemper 'zo o lañsañ, er mare-mañ, ur studiadenn evit, non pas sevel ur stañkell met ur seurt goustavegezh evit delc'hel an dour pa 'vo ezhomm. Pezh 'zo, n'eo ket a-du tud ar vro ! En o zouez, Alain Gueguen, ur peisan eus Landudal, ezel ar gevredigezh-difenn. Emañ deus mikro Lou Millour.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio