àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un taos nevez war ar c'hirri-samm ne blij ket d'ar Bonedoù Ruz

Un taos nevez war ar c'hirri-samm ne blij ket d'ar Bonedoù Ruz

Dilezet eo raktres an ekotaos gant ministrez an ekologiezh nevez. Kinniget 'oa gant Segolene Royal ar mod nevez da lakaat an dransportourien da baeañ 'vit ar c 'hirri-samm 'zo pounneroc'h 'vit ter donenn hanter war an hentoù 'ba Frañs: "Péage de transit poids lourds" e anv. Bremañ 'vo 4000 km a hentoù dindan an taos nevez lec'h 15 000 gant an ekotaos. Un hent 'ba Breizh 'zo 'bar steuñv mañ: hini etre Naoned ha Roazhon, an hent broadell 137. Evit Pierrick Massiot, pdt Rannvro Breizh, 'ya ar raktres kinniget gant Segolene Royal gant an hent mat 'pezh 'oa ket gwir evit an ekotaos giz 'oa soñjet araok. Eus tu ar bonedoù ruz n'eo ket memestra. Un araokadenn eo "Peaj de transit poids lourds" met n'eo ket degemeret ganto memestra. Selaouomp Andre Lavanant, unan eus pennoù bras ar Bonedoù Ruz.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio