Mizvezh an ekonomiezh sokial e Montroulez
Tamm ha tamm 'ya war gresk plas an ekonomiezh sokial ha kengred 'ba Bro Montroulez. Fin ar sizhun dremenet 'noa graet, dilennidi ar Rannvro, un tamm bilañs eus ar pezh 'vez graet eno da geñver mizvezh an ekonomiezh sokial: 20 kevredigezh, SCOP mui Kooperativoù. Un emgav 'oa lakaet gant renerien ar pol da diorren an ekonomiezh sokial ha kengred, en o zouez Patrick Creac'h, prezidant an Adess. Laret 'neus da Erwan Blanchard peseurt pal 'zo gant seurt mod d'ober war dro an ekonomiezh.