àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Mizvezh an ekonomiezh sokial e Montroulez.@@@ Tamm ha tamm 'ya àr gresk pouez an ekonomiezh sokial ha kengred 'ba Bro Montroulez. Fin ar sizhun dremenet 'noa graet, dilennidi ar Rannvro, un tamm bilañs ag ar pezh 'vez graet eno da geñver miziad an ekonomiezh sokial: 20 kevredigezh, SCOP mui Kooperativoù. Un emgav 'oa lakaet get renerion ar pol diorren an ekonomiezh sokial ha kengred, en o mesk Patrick Creac'h, prezidant an Adess. An atersadenn get Erwan Blanchard @@@Piv 'vo anvet "Brezhoneger ar blez" 'benn penn kentañ 2012 ?@@@ Ar soner André ar Meut, ar ganerez Lleuwen Stefan pe ar webmaster yaouank Gwenael Oillo ? An tri-mañ 'zo bet dibabet barzh ur listennad tud hiroc'h get ur juri bodet 'ba Roazhon disadorn paset. Tud ha savadurioù arall 'vo priziet iwez evit un oberenn resis. àr an ton bras 'vo roet ar Prizioù stumm nevez-mañ d'ar 27 a viz Genver er "Champs Libres" pe "Maezioù Frank" 'ba Roazhon, ha skignet an abadenn àr F3 Breizh daou zevezh goude, d'ar sul 29. Un darvoud, 'neus bremañ daou ditl èl ma tispleg deomp Bernez Rouz, rener an abadennoù brezhoneg àr ar chadenn bublik doh mikro Anne Gouerou. Amañ @@@Berzh a ra an diskwezadenn Eñvorennoù Olifant e Porzh-Loeiz.@@@ Betag ar pemzek a viz an azwent e heller monet da welet an diskwezadeg-mañ ba mirdi kumpagnunezh an Indez. Dre perzhioù a-bep seurt e vez displeget petra soñje an dud ag ar loen-mañ, penaos veze implijet gwezh arall ha peseurt talvoudegezh noa iwez. Hrevez ar lec'hioù hag an dud e hell an olifant bout un doue, ur loen-labour, pe danvez prizius. Gwenc'hlan Broudig a zo é labourat e mirdi kumpagnunezh India e Porzh-Loeiz. Kontet neus hiroc'h da Andrea ar Gal. An atersenn

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio