àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Plougerne : ur sav arc'hant evit an Iliz Koz.

Plougerne : ur sav arc'hant evit an Iliz Koz.

'Ba Plougerne 'zo ul lec'h dibar: Iliz Koz e anv. E penn kentañ ar bloavezhioù 70 'oa dizoloet roudoù, restajoù un iliz, ur vered 'hag ur presbital 'oa bet savet da vare ar grennamzer. War bord ar mor 'oa savet an iliz mañ, chouk an traezhennoù. Goloet 'oa gant an traezh e-kerzh er 17vet ha 18vet kantvet. Hudu 'zo ur gevredigezh 'ra war dro al lec'h. Labourioù adkempenn 'zo graet ha dreistholl da vezañ graet 'vit derc'hel al lec'h mañ 'vel m'emañ. 125 000 euro 'zo da vezañ postet bremañ: ul lodenn 'deu eus yalc'hadoù met 87 000 euros chom da gaout. Ur sav arc'hant 'zo aozet gant "Fondation du Patrimoine Bretagne" asambles gant ar gevredigezh "iliz Koz" ha kêr bPlougerne. Yannig Robin, ar maer, a displeg deomp perzh ar gumunn 'bar sav-arc'hant mañ. Gant Erwan Blanchard. Evit kemer perzh 'bar sav-arc'hant mañ c'heller kas ur chekenn da "Fondation du Patrimoine Bretagne" pe dre internet en ur vont war lec'hienn ar gevredigezh.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio