keleier
@@@Redadeg 2012 a zegouezho e Douarnenez.@@@
Disadorn dremenet e oa bodet izili « emglev bro Douarnenez » da lakaat ar gaoz àr degouezh ar Redadeg 2012 a vo e Douarnenez just a-walc'h. Un aozadur a-galite a ranker kavout pa ouier e vo miliadoù a dud é n'um gavout àr un dro e bro ar Pennoù-Sardin evit lidañ ar brezhoneg dre nerzh ar sport hag ar c'hengred. Guylène Sergent a oa en emvod. Lâret he deus da d/Tangi Merien penaos e tro an traoù, hag a-gaoz da berak e vo ag ar gouel e Douarnenez.
http://ar-redadeg.org/
@@@Dalc'h soñj, dalc'h mat, setu titl levr nevez Herve ar Borgn.@@@
Ur levr eñvorennoù ha prederiañ àr ar fed bout stourmer evit Breizh ha skiantour. Prezidant "An distro" ar gevredigezh da zerc'hel soñj a Glenmor eo Herve ar Borgn. Ha c'hoant neus bet paotr Landerne lakaat an holl dud da anavout un tamm ag e vuhez setu pezh 'neus displeget da Iffig Kalvez, ag Arvorig FM.