Breizh Tizh Braz a-benn 2017.
Hag evit lakaat Brest pe Kemper teir euriad a Bariz e vo graet labourioù. Àr ar linenn tizh braz etre Roazhon ha Le Mans, en tier-gar ag ar vro lec'hiet àr an aodoù hag àr an hentoù er c'hreizh breizh evit ar busoù. Ret e vo labourat àr eurioù an trenioù pe ar busoù iwez, evit ma tenno razh an dud gounit ag an tizh braz. Get ar rannvro eh eus bet savet emvodoù er vro a-bezh evit goulenn o soñj get an dud. Dec'h e oa an eil e Pondi. Gérard Lahellec, eil-prezidant ar rannvro é karg ag an transportoù a gont deomp pelloc'h.
an emvod ketan a vo 'benn ar 17 a viz mezhewen e Gwengamp.