àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Champ d'expression" : an arz a venaj da venaj.

"Champ d'expression" : an arz a venaj da venaj.

"Champ d'expression" zo anezhañ ur gejadenn etre bed an arzourien ha hini ar beizanted, digarez da vizitiñ kreiz Breizh en ur mod all. 'Pad ur pennad zo chomet livourien, kizellerien, arzourien a-bep sort e menajoù disheñvel, amzer dezhe da sevel un oberenn staliet war blas, liammet gant an en-dro, ar vuhez er menaj pe c'hoazh. E c'hwec'h menaj 'oant ingalet, war pemp parrouz: Tremargad, Kergrist-Moeloù, Rostrenn, Melioneg, ha Leskoed-Gwareg. Bremañ zo aozet bizitadennoù a feurm da feurm, etre ar c'hentañ a viz Even ha fin miz Gouere. Achille Berthou 'oa staliet e menaj Sytske ha Kees Zuurbier, ur c'houplad Holandiz, staliet e Kergrist 20 vloaz zo. Kontañ 'ra deomp deus ar mod 'neus labouret, ha da gentañ deus al lec'h ma oa. Gant Tugdual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio