àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Chom a ra Breizh get 4 departamant !

Chom a ra Breizh get 4 departamant !

Ne vo ket adunanet Breizh en arbenn a reform adkempenn ar rannvroioù. Dec'h en deus embannet François Hollande ar gartenn nevez ag ar rannvroioù e Frans. 14 rannvro a ya d'ober ar vro bremañ e-lec'h 22. ha 7 anezhe ne chenjeont ket. Breizh ha broioù ar liger en o mesk. Chwajet en deus ar prezidant chom hep tolpiñ an daou rannvro get rannvro arall erbet. Nend eus ket heuliet sonj Segolene Royal ha Jacques Auxiette en ur vodiñ Broioù ar Liger get ar Poitou Charentes, nend deus ket heuliet na ket sonj Jean-Marc Ayrault ha pevar maer kerioù braz e Breizh a faote dezhe bodiñ Breizh 4 get broioù ar liger a-bezh. Ha nend eus ket heuliet an dud a stourma evit ma vo adunanet Breizh 5 departamant. Dipitet braz ar vretoned neuze. Selaouamp doc'h Brendan Guillouzic-Gouret, perzh er c'holektif 44=BZH. get Yaelle ar Mouel. Gervel a ra ar c'holektif 44=BZH d'en em vodiñ 'benn ar sadorn 28 a viz Mezhewen e Naned, dirak ar prefeti. Da ziw eur d'enderv. Kement-mañ evit goulenn ma vo savet ur referundum diàr-benn an adunvaniezh. Hrevez Daniel Gilles, kuzulier-rannvro é karg ag ar sportoù, n'eo ket achu an traoù hag eo ret gwelet an adkempenn-mañ un tamm a-belloc'h. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel. Doc'h o zu o deus skrivet Breizh Unvan ha Skol Uhel ar Vro d'ar gomiserion europa. Kement-mañ evit embann int skuizh get devizoù ar bolitikerion hag a nac'h c'hoantoù ar bobl ha ne zouja ket gwirioù ar minorelezhoù. Àr un dro get ar lizher o deus lakaet an hani embannet ar sihun dremenet get Pierrick Massiot, prezidant ar rannvro.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio