àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Manifestadeg evit an adunvaniezh.

Manifestadeg evit an adunvaniezh.

War ar straedoù 'oa ar Bonedoù disadorn dremenet 'ba Brest ha 'ba Naoned. War dro 500 den etre tout 'vit sevel o mouezh a-enep d'an disklaeradur graet gant pevar maer eus Breizh: lakaat Rannvro Breizh asambles gant hini Broioù al Liger da geñver an adkempenn ar Rannvroioù. François Cuillandre (maer 'ba Brest); Nathalie Appéré (maer 'ba Roazhon); Johanna Rolland (maer 'ba Naoned) ha David Samzun (maer 'ba Sant-Nazer) 'noant embannet o c'hoant e penn kentañ ar sizhun dremenet: sevel ur rannvro kreñv gant div rannvro a labour asambles c'hoazh. Selaouomp Andre Lavanant, unan eus pennoù bras ar Bonedoù Ruz, ha Jakez an Touz. Ur reportaj gant Erwan Blanchard. Arzourien 'zo o sevel o mouez, ivez, evit ma 'vije adunanet Breizh: Tri Yann; Alan Stivell; Nolwenn Korbell, Dan ar Braz ha Gilles Servat. Ur strollad 'zo savet ganto. Ha disadorn da geñver disoc'h ar Redadeg 'ba Groñvel 'oa 4000 den o c'houlenn en ur ganañ "Naoned e Breizh". 'Benn kreiz ar sizhun mañ 'vo disklaeriet gant gouarnamant Bro-C'hall pesuert rannvroioù nevez 'vo 'ba Bro-C'hall.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio