Chomet eo ur valumenn war ar sec'h e Beg an Dorchenn
Ur valumenn vras - 16 metr ha 16 tonenn ivez - oa chomet war ar sec'h dec'h, war un draezhenn, tal kichen Beg an Dorchenn er vro Vigoudenn. Ar mintin-mañ oa kalz a dud tro-dro al loen bronneg-se : an archerien ; tud e karg eus ar prefeti ; skiantourien eus Océanopolis, micherourien gant ur pal dre dan... ha tud deus ar vro, 'vel just. Familhoù gant bugale ivez. En o zouez, Annaelle Rolland, 11 vloaz, ha Loïc Jade, arbennigour war en-dro an oadoù, er Bae Gwaien.