Berzh a ra ar c'hoñkour "Lavar ar vro".
"Peseurt enezeg e donvor Perroz a zo ur mirva evit al laboused ?". Da 'seurt goulennoù 'oa skolajidi ha liseidi hentennoù prevez ar vro o klask respont hiziv e Kastellin. Dibaoe 21 bloaz e vez dalc'het koñkour "Lavar ar Vro", un digarez da gizidikaat ar re yaouank d'ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh. Katell Uguen a oa war blas bremaik. Charlez an Dreo, unan eus aozerien Lavar ar Vro 'n eus respontet d'he c'houlennoù