àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Ne 'vo ket dispartiet an SDE, Sindikad an dour 'ba Morbihan.@@@ 'Benn miz Geñver e cheñcho kargoù ar sindikad a rae war-dro kas an dour betag bremañ. Edan berr e vo karget ag ar produadur hag an ingaliñ ivez. Ne blij ket ar chenjamant-mañ d'an holl dud 'bar sindikadoù lec'hel ha lod anezhe doa c'hoant mont kuit eus ar sindikad. Re Langonnet, Kistreberzh, Senteve-Meukon, Elwen, ha Pondi. Dec'h oa bodet izili ar sindikad ha nac'het 'noant o leuskel da vonet kuit ag an SDE. ///Aimé Kerguéris///, prezidant ar sindikad, neus displeget hiroc'h da ///Yaëlle ar Mouel///. An atersadenn @@@Skritell an FN: degemeret fall 'ba Bro-Vigoudenn@@@ Krouet 'zo bet ur skritell gant ar re yaouank 'zo ezel eus ar ///"Front National"///. O prientiñ an dilennadegoù prezidant 'vo ar bloaz kentañ emaint. Lakaet 'neunt ur skeudenn eus Enez Tudi 'zo 'bar vro Vigoudenn war ar skritell. ///Ti Henriette Canevet/// 'zo warni. Kontet 'neus da ///Anne Gouerou/// he soñjoù war bruderezh an FN. Amañ @@@An douristelezh 'ba Breizh 'vit 2012-2014@@@ Evit ar beure 'oa ///asizoù rannvro/// an douristelezh e Sant Brieg. Digarez d'ar rannvro da ginnig stad al labour en aozañ akt 2 steuñv rannvro an douristelezh, evit degemer gwell an dud 'benn 2012/2014. Bet eo ///Tudual Karluer/// o heuliañ an divizoù.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio