àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5 eur 30

Keleier 5 eur 30

@@@Gant Emmaüs, rein un eil buhez d'an traoù@@@ Achu eo gant "ar sizhun european diwar benn digresk al lostajoù". En nevez-amzer tremenet, oa bet sinet un emglev etre Emmaüs ha "Kemper Kumuniezh". Dibaoe 'vez gwelet Karr-samm Emmaüs div wech ar miz en antre al lastezerezh 'ba Kemper. Disadorn, en un doare dreist-ordinal, oa ar c'hamion war al lec'h. Ha gantan Gabriel Bouroullec, un den a volontez vat evit Emmaüs. Selaouit ar pennad-kaoz @@@Ar gwesped bras@@@ N'eo ket bet gwall vad ar bloaziad mel evit ar gwenanerien. Stourm a ra ar wenanerien a-vicher ar c'holza Cruiser lec'h m'emañ ar louzoù-kreñv lakaet en had. En taol ivez emañ ar gwesped-braz degouezhet er vro, neus ket pell 'zo. Un pennad-kaoz gant Yaelle ar Mouel @@@Festival "Longueur d'onde" e Brest@@@ 'Benn diriaou 'krogo navvet festival ar radio 'ba Brest: « Longueur d'ondes » e anv. 'Pad pevar devezh 'vo moiaen klevet ha gwelet tud hag a ra radio, dre displegañ temoù, setu 'pezh 'neus kinniget Arzella Caillarec, a labour 'vit ar Festival. Ur reportaj gant Erwan Blanchard

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio