N'eo ket bet gwall vad ar blezad mel evit ar gwenanourion.
An amzer yen ha sec'her an douar neus ket digaset kalz a nektar er bleunioù. Ouzhpenn kement-mañ, emañ ar gwenan en arvar dre faot meur a dra èl ar maïz hag ar c'holza cruiser. Stourm a ra ar wenanerion a-vecher enep ar seurt kolza-mañ lec'h m'emañ ar louzoù-kreñv lakaet en had. En taol iwez emañ ar gwesped-braz zo degouezhet deus ket pell 'zo er vro. José Nadan, prezidant sindikad gwennanourion a vreizh neus displeget hiroc'h diàr-benn an amprevan-mañ da Yaëlle ar Mouel.