un eil kip Frañs evit War-Raok Gwengamp !
Aet eo Kib Bro-C'hall melldroad gant War Raok Gwengamp: 2 da 0 a-enep Stad Roazhonha mann 'bet da lar a-enep an disoc'h! Abaoe disaodorn noz emañ ar Wengampiz 'ba penn uhelañ bed ar melldroad 'ba Frañs: evit an eil gwech dindan pemp bloaz eo aet Kib Bro-C'hall ganto: un taol-kaer digredus eus perzh ar Vretoned. Dirak 40 000 supporter staliet 'ba Stad Bro-C'hall 'ba Sant-Denez 'noa plantet difenner EAG, Martins-Perreira pal kentañ e skipailh d'ar 37vet munutenn. Met araok 'oa lakaet gwask spontus war chouk ar Roazhoniz 'zo chomet mut ha dfiñv a-hed ar c'hrogad. Gwasoc'h c'hoarvezet ganto 'pa 'noa bountet Mustapha Yatabare an eil pal just war lerc'h an ehan 'ba butoù Costil, gward Stad Roazhon. Betek fin ar match 'oa mestroniet ar jeu gant ar re wenn ha du ha kas an trofe da Wengamp, un trofe 'lako War Raok 'ba palmares melldroad e Frañs e 2014 asambles gant ar PSG 'zo bet trec'h e tro diwezhañ kib al lig ha kampionad 'benn nebeut!!! Julien Marzin, kelenner war ar sportoù ha gwengampad 'oa 'ba Sant-Denez disadorn noz: roet 'neus e soñj diwar-benn an dro diwezhañ da Erwan Blanchard.