àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

keleier

keleier

@@@Gouestlet eo an abadenn « Midi en France » da gêr Gwened.@@@ Tri miz 'zo oa bet savet an abadenn dele-mañ. En he fenn e kaver an animatour Laurent Boyer get ur skipailhad pevazek kronikour. Bep sihun e chenj lec'h an abadenn. Evit ar wezh ketañ e ta ar skipailhad d'ober an abadenn da Vreizh. A-hed ar sihun neuze no ar sellerion tele an tu da zijolein kêr Gwened hag ar mor bihan.Goulwenna an Henaff, animatourez e Frans tri breizh a gemera perzh en abadennoù a-hed ar sihun. Reskontet deus da c'houlennoù Yaëlle ar Mouel. Emañ staliet ar studio àr ar porzh e Gwened. An abadennoù vez skignet betag digwener adal unnek eur meit dek da vitin ha un eur d'enderv. @@@Mirdi kêr Pont Aven adkempennet a-nevez.@@@ Brudet eo ker Pont Aven er Bed a-bezh evit bout bet demeurañs Paul Gauguin, ar livour mil anavet ! Pinvidigezh an istoer-se e vez diskwezet dre taolennoù Gauguin hag e vignoned « impressionnistes » ba mirdi ar gêr. Ur mirdi a oa mall bras dezhoñ bout kempennet en-dro. Ar pezh a vo graet ar blez-mañ-za. Marc Perrot, rener-meur servijoù ti-kêr Pont Aven, a zisplega deomp perak. Emañ doh mikro Anne Gouerou.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio