Adunanviñ Breizh: a-du emañ Herve Guelou, kuzulier Rannvro UMP
Kistion zo da adkempenn ar rannvroioù evit an deizioù. Kaoz zo da vihanaat an niver anê, dre an hanter marteze. Ha dre se e teu soñj adunvaniñ Breizh e-kreiz ar c'haozioù. 'Benn disadorn 'vo ur vanifestadeg evit se en Naoned, met pelloc'h evit stourmerien a lâr zo ezhomm da stagañ departamant al Liger Atlantel da bevar departamant Breizh velestradurel. Herve Guelou eo maer Plufur, e bro-Dreger, ha kuzulier rannvro, en anv an UMP. Lâret 'ra e soñj deomp. Gant Tudual Karluer.