àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Nukleel-er-maez": un devezh stourm benn disul er Faou.

"Nukleel-er-maez": un devezh stourm benn disul er Faou.

Gant ar strollad "Nukleel-er-maez" (AE2D ha "Skol-Uhel ar peoc'h") 'vo aozet ur vanifestadeg a-enep d'an nukleel 'benn disul 'bar Faou. Ur vanifestadeg evit bout a-stroll gant gouzañverien ar gwalldarvoudoù nukleel 'giz 'ba Tchernobyl ha 'ba Fukushima da skouer. Prezegennoù, konsertoù, ur fest-deiz 'vo kinniget hag ur chadenn savet gant vanifesterien. Tri bloaz goude Fukushima petra 'zo bet graet evit mont maez eus an nukleel? O paouez embann Manuel Valls, ministr kentañ Bro-C'hall, 'vo digresket ar produiñ nerzh nukleel eus 50%. Selaouomp soñj Herve Cadiou, ezel eus "Nukleel er maez". Gant Erwan Blanchard. Da 11 e lorc'ho an devezh gant an daol-grenn "Paouez gant an armoù nukleel". Prezegennoù a-hed an abardaez, da 5e vo savet ar chadenn ha klozet 'vo an devezh goude ar fest-deiz da 7e noz.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio