Broioù India dre ar pacotilles.
Setu tem ar brezegenn vo savet 'benn àrc'hoazh en Oriant diàr youl Mirdi Kumpagnunezh an Indez. Donet a ray Eugénie Margoline-Plot, duah àr an istoer da gomz a-zivout ar pezhioù lien brav-mañ a rae berzh er seitekvet hag en triwec'hvet kantvet daoust dezhe bout diwhennet ha gwerhzet dre guzh.
Gwenc'hlan Broudig a laboura e mirdi kumpagnunezh Indez en Oriant. Hiroc'h en deus displeget da Andrea ar Gal.