Yannig Robin: ur maer nevez 'ba Plougerne
Echu gant an dilennadegoù kêr disul tremenet. Anvet eo bet ar guzulierien a gemero perzh 'ba renañ ar c'humunioù. Met n'int staliet evit poent. Evit ar re 'zo tremenet da geñver an eil tro 'vo disadorn 'vo staliet ar c'huzul nevez ha dilennet ar maer. Daoust da se eo kroget o labour gant memestra. Yannig Robin 'vo lakaet da vaer 'benn disadorn: maer kentañ Plougerne eus an tu kleiz ha maer kentañ Plougerne n'eo ket ginidik eus ar gumunn ivez. N'eo ket maer ez-ofisiel met dav eo dezhañ prientiñ an traoù dija.