àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un hent-glaz e Kemper.

Un hent-glaz e Kemper.

Dibaoe ma 'zo anv deus ur plañ trañsport e Kemper e sav jeu e-mesk annezidi kêr Gerne. Diefedus eo ar raktres-se evit lod deus an dud war ar renk evit an dilennadegoù-kêr ha koustus-mat emezo. Kemper Ekologiezh A-Gleiz a ginnig neuze ur raktres ad-implij an hent-houarn kozh evit sevel un "hent glaz" digor d'an dud war-droad, d'ar re war velo ha d'ar c'hezek zoken. Kement-mañ a-benn ivez broudañ an dud da zilezel ar c'hirri-tan. An hentad o vont dre greiz-kêr Kemper a chom da zifraostañ ha da vezañ adaozet, met youl a zo gant skipailh ar re c'hlaz da reiñ buhez d'al lec'h disoñjet-se. Selaouomp Gweltaz Ar Fur, ezel eus al listenn Kemper Ekologiezh A-Gleiz. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio