àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Achu eo oberiadenn ar falc'hourion ogk e Sant Jelann.

Achu eo oberiadenn ar falc'hourion ogk e Sant Jelann.

A-c'houde dec'h da vitin e oant é stankiñ dorioù an uzin Glon Sanders. Ar mitin-mañ oa degouezhet kant bennak a crs-ed. 14 den doa pignet àr an doenn. Tamm ha tamm int waet kuit ar mitin-mañ neuze. Da unnek eur deus gellet ar c'hamionoù krogiñ en-dro get ar labour ha kas boued da vagiñ ar loened da beizanted tro àr dro. Jakez oa e mesk ar falc'herion, gober a ra un tamm rentañ-kont ag an oberenn-mañ. Doh mikro Yaëlle ar Mouel. Renerion Glon deus douget klemm enep d'ar falc'herion evit ar fed int waet en uzin hep bout aotreet hag o deus miret an uzin da droiñ. Embannet o deus iwez emañ an uzin Glon Sanders an hani lec'h ma vez produet an nebeutañ a voued get ogk evit ar loened. Hrevez o sifroù eh eus seizh dregant ag an danvez emporzhet a zo ogk.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio