Ingalded etre merc'hed ha paotred: ur vanifestadeg 'ba Brest da geñver devezh ar merc'hed!
Disadorn tremenet e oa dalc'het an devezh etrebroadel evit gwirioù ar merc'hed. E pep korn deus ar bed eo an devezh-se un digarez da vanifestiñ evit goulenn ingalded etre paotr ha plac'h, lidañ an araokadennoù ha lakaat talvezout goulennoù ar strolladoù stourmerezed. Ur c'hant bennak a dud a oa bodet e Brest diwar galv ar Planning Familial.
Selaoump Camille ha Loeiza, div stourmerez yaouank. Aterset int bet gant Katell Uguen.