àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

TRISTAN NIHOUARN "Sauf erreur de ma part" (2012) 1/5

TRISTAN NIHOUARN "Sauf erreur de ma part" (2012) 1/5

///Adskignet a-ziàr abadenn an 2.4.2012/// N'hon eus ket ankouaet un den hag a vese lesanwet Stan a-ba oa kaner ar strollad a gornad Brest Matmatah. Tristan Nihouarn ew e anw gwir, hag e 2012 e kenniga deomp e albom solo kentañ, Sauf erreur de ma part. E 2008 e oa bet achu avañturiow ar strollad-rock, goude 13 vlez a goñsertow er bed a-bezh hag estroh eid ur milion pladenn gwerzhet gete. Ar haner neus kemeret tri blezad ewid skriv ha komposiñ, etre Brest ha Paris, ha setu dàet er-maes disoh e labour, un enrolladenn personel, troet lies àr du ar Reter, ar voaiajow en deus gwraet, ba Indes pe Turki. Tristan Nihouarn a sona ar gitar, ar hlawier, mes iwe ar mellotron pe an oud. Enrollet neus ged Emmanuel Barroux d'ar gitar, pedet neus ur soner doudouk (ur vombard armenian) ba "Des merveilles", Jean Fauque ha Chet deus savet posiow ("Ton chorégraphe" da skwer, a-zivoud Kore-an-Nord). Braw ew an toniow, kisellet-fin ar hempennow, ewid ur son pop-rock plijus-bras. Na boud e lâr ar hontrel ba "Ma vie est un chef d'oeuvre", doh ar seblant n'en deus ket fariet ar haner ged e zisk kentañ. BOB DYLAN "I want you" in Blonde on blonde (1966 . Columbia) > Lehienn ofissiel SINÉAD O'CONNOR "Property of Jesus" in Chimes of Freedom : Songs of Bob Dylan honoring 50 years of Amnesty International (2012 . Fontana) > Lehienn ofissiel STING "Girl from the North Country" in Chimes of Freedom : Songs of Bob Dylan honoring 50 years of Amnesty International (2012 . Fontana) > Lehienn Amnesty International STING "Englishman in New York" in Live in Berlin (2010 . Deutsche Grammophon) > Lehienn ofissiel TRISTAN NIHOUARN "Meredith" in Sauf erreur de ma part (2012 . Upton Park) > Pajenn MySpace MATMATAH "Derrière ton dos" in Lust for a live (2002 . Barclay) > Lehienn ofissiel
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio