Un tabut diwar benn dazont ar brezhoneg
Un tabut diwar benn dazont ar brezhoneg a zo kinniget gant ar gevredad kevredigezhioù SKED e Brest. Warc'hoazh da noz etre 6e hag 8e 'zo pedet danvez dilennidi e Brest hag e BMO da zont da reiñ o soñj ha diskouez o frogramoù evit lakaat sevenadur Breizh hag ar brezhoneg da vont war-raok e-kerzh ar bloavezhioù o tont. Gant Sked 'zo embannet ul levrig, kaset d'an danvez dilennidi, 'lec'h 'ma gaver 7 kinnig warn ugent. Ur mod da lakaat un tamm gwask war an dilennidi da vont war dachenn ar yezh. Selaouomp Bernerz Kerdraon, rener Sked, ouzh mikro Erwan Blanchard.