EBREL - LE BUHÉ - VASSALLO "Teir" (2012) 1/5
///Adskignet a-ziàr abadenn ar 17.12.2012///
Teir mouezh ha teir maoues, a Gernew-Uhel, a Vro-Gwened hag a Vro-Dreger : en em dolpet o deus, erfin, Annie Ebrel, Nolùen Le Buhé ha Marthe Vassallo, ewid sevel un arwest da gentañ, hag enrolliñ ur bladenn goude, anwet, èl reson : Teir.
A-houde meur a vlez e vênt klewet ingal, en-o-unan pe diw-ha-diw, ged strolladow ha ba krouidigezhiow liessort iwe, ba'r festow-nos, ba'r filajow pe ba'r saliow-koñsert bras. Amañ o deus diviset da labourad en ur mod newez àr doniow ha sonennow hengounel, anavet-mad ("Peder Varivonig", "Pichon Laouenan rouz"...) pe nebeutoh. Toniow a-bos ("Ar riboterez laezh") ha re da zañsal ("Polka Manuel", "Hanter-dro"), kempennet en ur stumm kan-ha-triskan ag ar re souezhussañ, heb ankouaad ar labour o deus gwraet àr barlant ar loened, ba "Arri eo ar mestr 'ba'r gêr", da skwer.
Ur blijadur vras ew é klewed assambl amañ teir haneres ag ar re wellañ, dishañval unan doh egile, hag ur joa vras ohpenn é koms gete - hag é hoarzhed mad, red ew lâred - hed-a-hed ur sizhuniad a-bezh, ba studio Pondi gete o-seir, ha ba ti Nolùen geti he-unan iwe.
THE ANDREWS SISTERS "Sing sing sing"
EBREL - LE BUHÉ - VASSALLO "Peder Varivonig"
in Teir (2012 . L'Oz)
EBREL - LE BUHÉ - VASSALLO "Hanter-dro"
in Teir (2012 . L'Oz)
Lehienn an deiz :
> Marthe Vassallo