Yves Saint-Laurent
YVES SAINT-LAURENT
Ur film sevenet gant : Jalil LESPERT (2014).
Gant : Pierre Niney, Guillaume Gallienne, Charlotte Le Bon.
E galleg e komzer bremañ ag ur biopic pa vez diskouezet buhez un den bennag war ar skramm. Ema ar biopik, ger anglezeg berraet, ar pezh a glot mui pe vui gant ar buhezskrid, ar "biographie" mar karit. Dre ma tiskouez ar biopik buhez tud kentoc'h dishañval a-zoc'h buhez an neb piw bennag, e vez desket traoù interesuz, evel-just hag evel-rezon. Ar pezh a raomp amañ gant buhez Yves Saint Laurent, ar gwrier pe ar c'hemener milvrudet e oberennoù ha milanavet e hanw.
Diskoueziñ a ra ar film penaoz e oa daet Yves Saint Laurent, ha eñv gant e ugent vloaz hebkén, da genlabourad gant Christian Dior, ha penaoz en doa kemeret ar rol pennañ e ti Dior, goude marw an heni en doa henn kroueet.
Anavet eo Yves Saint Laurent dre ar pezh en doa graet e domani ar mod, e domani ar gwriad chik ha cheuc'h. Un den donezonet mat e oa-eñv, sur a-walc'h, evid boud bet remerket ken abred e Pariz. Boud e oa e familh ag an Aljeri, a gêr Oran, e fin an trevadennerezh gall eno. Ne oa ket an dra-se neutr tamm ebed e buhez an den, rag pa oa bet goulennet gantañ moned d'ober e goñje, e risk a voud kaset du-hont, d'an Aljeri, e-kreiz ar brezel, hag en em gavoud dirag e vignoned marse, e oa chomet klañv ha kaset d'an ospital gant un diwaskadenn, un deprim kwa...
A-bell e vez diaez gouied petra a c'hell boud pe a c'hell boud bet buhez un den a-sort-se hag en deus lakaet meur a unan da hunvreal. Toud an dud ne lennont ket ar journalioù hag a laka buhez disolit hennañ pe hennezh a-wel d'o lennerion. Mizeroù-kalon ar pennoù-braz n'interes ket an oll. Peb unan a ya evel ma c'hell, ha daw eo da beb unan debriñ, kousked, daremprediñ e gensorted, moned da zañsal, ober un tañva d'ar garantez ha m'oar-me c'hoazh, hag an traoù-se ouzhpenn labourad. Ar pezh zo, pa anavomp un hanw brudet, ne soñjomp ket en traoù-se rac'h. Gweled a raomp splannder an den edan ar goulaou, ha ne welomp ket ar pezh a zo teñwel en e vuhez. Mez tud int ive, ar re vrudet-se, ar pezh a glask ar biopikoù degas soñj dimp.
Ur spered tener e oa Yves Saint Laurent. Kavet en doa e salud marse en e garantez baduz evid e gompagnun Pierre Bergé, hag a oa e serc'h hag e gensort, e geveler, kenlodeg e ti Yves Saint Laurent. Savet e oa bet an ti-se gante o daou goude ma oa bet roet e zilez d'ar c'hemener gant ar baron Boussac, mestr ti Dior. Da hennañ e seblante an den Yves Saint-Laurent boud re vresk goude e ziwaskadenn hag e dremen en ospital.
Mez ur spered-kroueeour e oa Yves Saint Laurent nawazh, ha brudet e oa daet da voud er bed a-bezh. Ur marc'h-labour e oa ive, pa ne gonte evitañ nemed "ober saeioù", evel ma lâre. Er-maez ag ar labour-se ne oa ket gouest d'ober kalz a dra, a lâre c'hoazh.
Mez ne oa ket un den fidel en e garantezioù, daoust dezhañ boud chomet gant Pierre Bergé e vuhez pad. Tañwaet en doa douzh an drogach ha douzh an alkool ha ne oa ket ataw evid talañ doute. Tu splann ha tu teñwel an den. Nawazh, ar pezh a chomo amañ n'eo ket ar skeud, mez ar splannder. Yves Saint Laurent, d'an nebeutañ, en deus lakaet e dalant da vleuñviñ, ha ken dispar ma oa e dalant ma n'eo ket bet kousïet gant ar skeud. Ha n'eo ket aze pal ar vuhez, just a-walc'h ? Ha n'eo ket pal-buhez peb unan lakaad e dalant da vleuñviñ ive, par ma c'hell ? Setu aze un tamm preder c'hoazh ha nad eo ket dister, a gredan... Petra hor bo-ni graet ag hon talantoù, a-benn ar fin ?
Jean-Claude Le Ruyet.20140220b.62C.