Liseidi Diwan a ginnig "ar soubenn hud"
"Ar soubenn hud", setu titl ar pezh-c'hoari 'zo kinniget, ar sizhun mañ, get ur strollad liseidi Diwan. Gober a reont un droiad 'ba Breizh-Izel a-bezh, evit c'hoari an arvest dirak bugale skolioù Diwan ha skolioù Divyezhek. Dimeurzh e oant 'ba Landerne. Displegañ 'ra Constant Ogern, unan ag an aktourien, an istoer vez kontet gete, "Ar soubenn hud". Get Erwan Blanchard.