Ai'ta : 300 euro evit afer an Ardewen.
Ar mitin-mañ oa disoc'h prosez ar stourmer ag Ai'ta e tribunal polis an Oriant. Hennezh oa bet tapet ha pa 'n doa staget tri fegsun doc'h ur banell en Ardewen. Klemm oa bet savet get an ti-kêr, lamet da c'houde mes devizet en doa ar prokulor kendalc'h get ur prosez. dalc'het oa bet e miz Genver paset ha goulennet en doa 500 euro. hiziv o deus ar varnerion kondaonet Tristan, ar stourmer da baein 300 euro. Emañ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.