àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur Vuhez Vat

Ur Vuhez Vat

Ur Vuhez Vat

Ur Vuhez Vat, ur levr skrivet get Henriette Julé ha lennet get Yann-Glaod Ar Ruyet, he mab.

Bugale Henriette o doa goulennet geti, gwerso, skriv istoer he buhez, dreist-oll ar penn kentañ anezhi, ken dishañval ma oa ar bed en-dro dezhi pa oa bihan, a-zoc'h hon heni hiziw an deiz. Dija ne veze ket ar memez yezh a veze komzet ged an dud ! Termet he doa evid en em lañsiñ er labour-se, mez daet eo geti a-benn ar fin. Kroget he doa da skriv er bloazioù 2000. E galleg he deus graet, rag ne oui ket skriv e brezhoneg, re bell an amzer ma ouie lenn he c'hatechim e "beurton", yezh he zud ! Troet eo bet he c'homzoù e yezh he yaouankiz ur sort, ha geti ema bet lakaet peb frazenn evel ma jaoje dezhi, evel ma he dehe-hi lâret an traoù a gonte.
Ged he bugale zokén, mez dreist-oll ged he bugale-vihan ha bugale ar re-mañ, e vo sur dizoloet traoù n'o deus ket naoutur ebed anezhe. An darn vuiañ ag an dud a oa peizanted neuze ha labouret e veze an douar gete ged roñsed. Ne vevomp ket mui er memez bed. E amzer yaouankiz Henriette ne oa ket na telefon, na tele, na skornerezoù, na yeinerezoù, na golc'herezoù. Ne oa ket saotret an Douar ged ar plastik c'hoazh ha ne veze ket tretet ar plantaj evel m'emaint hiziw (daet an traoù-se dreist-oll goude 1945, p'o doa strewet an Amerikaned toud o froduioù en Europ, e-sigur sikour ar broioù, goude ar brezel, ged ar "plañ Marshall"). Dibaot e oa an otoioù c'hoazh. Ged beloioù e yae an dud ive, mez lïez e yaent war-droad.
Setu neuze ur splujadenn en ur bed waet da ged...

E-menn kavet ar levr :
- Pondi : levrdi Rendez-vous n'importe où
- Baod : levrdi  Les Passerelles
- Gwened : levrdi Lenn ha Dilenn

Muzik ar jenerik : Peut-être Jeanne - La Chute (Trugarez da Olivier Catteau ha Raphaël Decoster !)

Podkastoù

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio